Brezhoneg

![]()
![]()

" Mouezh Paotred Breizh "
Choeur d'hommes
de Bretagne
Choir
Meibion Breizh
CŌR MEIBION O LYDAW
BRITTANY MALE VOICE CHOIR
Pa voe pedet Jakez Le
Touze da glask e Breizh ul laz-kanań gant paotred da vont asamblez gant
Kembreiz ar " World Choir ", e voe gwall nec'het : ne oa hini ebet
prest da ganań e Kembraeg ha Saozneg. " tra pezh kaer ! " emezań da
Jean-Marie Airault, rener Kanerion an Oriant, "savomp unan ! Goulennomp
digant gwazed al lazoł-kanań ha hontant e vefent da labourat da vat e-pad c'hwec'h
miz evit bezań gouest da vont da Atlanta ". Ne oa ket an hańv peur echuet,
ma voe 35 gwaz e Pleiben o krouiń " Mouezh Paotred Breizh " hag o kas
ganto d'ar ger peder pe pemp kanouenn a bevar mouezh da vezań desket dindań ur
miz: Pep hini diouzh e du, pe a strolladoł da bleustriń kantikoł Kembraeg,
Negro Spirituals, sonioł ar martoloded e galleg, tonioł e saozneg, en alamaneg,
latin ha brezhoneg evel just.
Kannad Breizh ha Bro-C'hall eo bet Mouezh Paotred
Breizh meur a wech:
- 1994 e Atlantz (U.S.A) da geńver ar " World
Choir ".
- 1995 e Londrez evit lidań 50 vet deiz-ha-bloaz an
harz-brezel.
- 1996 e Riga e-touezh lazoł eus Bro Latvia.
- 1997 e Chatte (Isčre)
gant korioł-gwazed eus Europa.
- 1998 e Bro Gembre.
-1999 e Nay (Pireneou Atlantel)
-2000 e Bro Tchequa.
-2003 e Roma. Italia.
-2007 e
Kernev-Veur.
-2010 e Bro
Gembre.
Degemeret o deus " Mouezh Paotred Breizh "
kanerien eus estren-vro.
Auseklis
eus Riga (Bro Latvia) ha Kor Merc'hed Caerfyrddin (Bro Gembre) e 1996.
Fairwater
male voice ( Bro Gembre e 1997).
- 1999 Ceska Pisen Bro Tchequa.
- 2003 Cowbridge Male voice choir
(Bro Gembre).
- 2005 Boyan Drohobytskyy Ukrenia
- 2006 laz-kanań paotred « Lleisiau'r Frogwy » enez Anglesey (Mōn) (Bro
Gembre)
- 2007 Chantres Musiciens Montréal
(Québec), laz-kanań paotred Ballinteer (Iwerzon), laz-kanań paotred «
Lleisiau'r Frogwy » enez Anglesey (Mōn) (Bro Gembre)
-2009 laz-kanań paotred : Coro San Andres SERGIO DOMINGO Asturias
Enrollet eo bet ivez e 1995, dindan renerez Mari Kermareg
un abadenn FR3 Breizh e iliz Pleiben ha ped bloaz e kemer perzh " Mouezh
Paotred Breizh " er Breizh a Gan ( Landreger, An Oriant, Kemper, Gwened,
Roazhon, Naoned......).
...
Ni 'oar latin koulz ha galleg
Ni
zo gouest da zistagań saozneg
Koulskoude
e plij gwelloc'h deomp ar brezhoneg
Rak ni gav dereat, evel a leverer
Harzhal
gant ar c'hi, yudal gant ar bleiz
Ha
kanań brezhoneg e Breizh.
Diwar
Tangi Malmanche.